Ur gevredigezh ekologel a fell deomp. An natur, omp-ni perzh anezhi, ‘zo arabat deomp sellet outi evel ouzh ur redi a rankfemp en em dieubiñ dioutañ. Er c’hontrol, emañ ret deomp bevañ e peoc’h – dieub – en enni.
An emrenerezh a zifennomp, hag hini ar pobloù. Komz a reer amañ eus ar galloud da dermeniñ hon reolennoù ha da zibab hep damant hon redioù hag hon dalc’hoù. En em ziober diouzh an dalc’hoù absolud ne zibaber ket. Ar frankiz a zo ur stad a dizher en ur vezañ emren e-mesk tud all ar gevredigezh, hag int emren ivez.
Ur gevredigezh kenskoazell a zifennomp. Kenskoazell a vez p’en em sikour an eil re hag ar re all, evit stourm a-enep ar gwask. Kensikour ha kenlabourat eo ivez. Ne c’haller ket soñjal en ur gevredigezh emren na vije ket diazezet war an ekologiezh hag ar c’henskoazell. Ur mad d’an holl eo ar frankiz hag e rank bezañ difennet gant pep hini. Ar stourmoù, pa vefent a-enep ar gwask pe ar gwallzarvoudoù naturel ha teknologel, ne c’hallont ket mont betek penn hep kenskoazell.
Stourm a reomp evit derc’hel hon sevenadurioù hag hon yezhoù. Abalamour d’an heñvelaat bet boulc’het gant ar stad-vroad kreizennet, an trevadenniñ hag ar bedeladur, emañ hon yezhoù ha sevenadurioù o c’houzañv. Ar yezhoù, ha neuze liesseurted Mab-Den a zo en arvar hag a rank bezañ gwarezet evit ma vevo spered pep pobl minorelaet.