Disadorn tremenet e oa bet aozet e Landreger un devezh e brezhoneg penn-da-benn gant Re Yaouank an UDB. Pemp den nemetken a zo bet laouen da gemer perzh ennañ evit ar wech kentañ, met ul labour a-feson a zo bet graet gante. Dre vras ez eus bet divizioù war ingalded etre yezhioù, met ivez etre merc’hed hag ar baotred ‘barzh an embregerezhioù.
N’eo ket diaes displegañ n’eus ket kevatal ar brezhoneg ouzh ar galleg ‘barzh an tier-ker pe er vuhez foran dre vras. Da lavaret eo, plas ar brezhoneg e Breizh a zo ken dister ken na vez ket gwelet ha klevet hor yezh ken neblec’h ebet pe dost ! H koulskoude n’eus ket ur yezh a vefe gwelloc’h evit eben, unan a vefe tonket da vervel pa vefe unan graet evit tremen dreist ar re all… memes tra gant an dud a gomz yezh-mañ-yezh : un afer a zoujañs an hini eo, da gentañ penn ! Ha pouezus eo lavaret ez eus tu da labourat o e brezhoneg hag a-drugarez ar brezhoneg ivez. Neuze, perak ne vez ket roet he flas d’hor yezh ?
Goude-se eo aet an diviz war al labour a vank e Breizh. Amañ eo skañv ar c’hevetalded abalamour d’an diforc’hioù bras etre an dud. Diaesoc’h eo d’an dud kavout labour hep na vefe an aotre-bleniañ gante da skouer. Grevusoc’h c’hoazh : diaesamantoù brasoc’h ar merc’hed evit kavout labour dedennus abalamour ne blij ket d’an emgregerezhioù goprañ anezhe a-raok n’o dije bet o bugale. Ouzhpenn-se, ret eo lavaret int bihanoc’h o gopr evit hini ar baotred ha pa reont ar memes micher evelte !
Kinniget zo bet sevel oberennoù war an dachenn-se en amzer da zont. Ha moarvat e vo graet oberennoù dirak kreizennoù Pol-Implij a-benn nebeut…