Un devezh ispisial eo bet an devezh-mañ rak ’vit ar wech kentañ hon eus bet ar blijadur da vezañ heuliet gant skipailh France 3 Iroise (Gwener 16 a viz Ebrel). Loc’het eus Kastellin davet ar Faou ha tardet en atant ar Meot war parez Loperc’hed. Un atant bio an hini-mañ ha dalc’het gant daou droc’her buzhug leun a startijenn : Patrick Emzivat ha Benoît Barantal. An hini gantañ, desaver saout hag an eil war al legumaj. Ha degadoù a familhoù ar vro a c’hell dre-se profitañ deus boued a galite prenet war eeun d’ar beizanted. Anat neuze ez eo bet lakaet war well kudennoù bras bet kaset gant al labour-douar en daou-ugent bloavezh tremenet.
D’an abardaevezh hon eus kendalc’het ar c’houlzad dre ul labour pedagogel war Plasenn ar Frankiz e Brest. Un daolenn wenn, ur c’hreion ha traktoù ha dao dezhi evit kas un tabut a-zivout raktres politikel an UDB: emrenerezh politikel e Breizh evit sevel ur gevredigezh breizhat disoursi, ekologel, a-gleiz ha gant kengred evel-just!
Dan noz, adalek 8e30 oa aozet un tabut all e “Ti An Europa” e straed an Harteloire e Brest gant kouvidi a-feson: Anne-Marie Kervern (Eil-Maer UDB e Brest), Yannig Bigouin (Kuzul Rannvro Breizh, Europa Ekologiezh Breizh hag ezel eus Strollad Ar Vro Bagan), Seynabou Badiane (Breizh Afrika), Abdourahman Mohamed Habib (Djibouti Breizh hag Eskemm). Sujed an tabut fromus-se “Identelezhioù Breizh: perzh al liested er vuhez foran”.