Re yaouank UDB a sav krenn a-enep d’an diviz bet kemeret gant Post Bro-C’hall a embann ne vo ket gouest ken da lenn ar brezhoneg war goloioù al lizheroù. Kement-se peogwir e vo adaozet an « didoueziañ lizheroù ». Dija oa bet taol ganas maer Plougerne, eñ, n’houl ket lakaat anvioù brezhoneg evit anvioù straedoù e gumun; ha bremañ eo tro servijoù un aozadur a labour evit an holl geodeded da skeiñ gant ar brezhoneg hag an anvioù-lec’h en hor yezh.
Re yaouank UDB a fell dezhe degas da soñj eo servijoù ar Post a rank plegañ da ezhommoù o fratikoù ha n’eo ket ar c’hontrol. Ma n’eo ket gouest mekanikoù an « didoueziañ lizheroù » da intent brezhoneg – int-i direnket gant ar skraboù a zo pa vez skrivet hor yezh- , e vo dav kempenn anezhe, dezhe da c’hellout « lenn brezhoneg ». N’omp ket evit degemer ma vo berzhet an anvioù e-giz: « Kerroc’h », « Ploumanac’h », pe « Penmarc’h » , pe c’hoazh « Aber-Wrac’h ». Ar brezhoneg zo ur yezh vev, daoust d’ar pezh a gred embann servijoù ar Post.
Mouezh re yaouank UDB : GR.